Cheñchet mik eo ti-gar Kemper
Tost echu eo labourioù bras e ti-gar Kemper. Seiz bloaz zo e oa kroget ar chanter, ha pelloc'h 'zo c'hoazh e oa bet lañset ar raktres, dindan respet Bernard Poignant. Anna-Vari Chapalain, dilennadez en ti-kêr, a ro muioc'h a ditouroù deomp war ar mell cheñchamant-se e kêrbenn Kerne Izel.
Anna-Vari Chapalain a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Divyezhek holl eo panelloù nevez an ti-garr ouzhpenn da-se. N'eo ket bet aes d'an ti-kêr marc'hatañ gant an SNCF met a live emañ ar brezhoneg gant ar galleg en ti-gar-se evit ar wech kentañ.